Owrtyn (Overton-on-Dee e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e kontelezh Wrecsam, e biz Kembre. War lez an Dyfrdwy emañ, tost da harzoù Bro-Saoz.
Seizh ivinenn gozh zo e bered iliz ar Werc'hez Vari ha war roll Seizh Marzh Kembre emaint. Eus an XIIvet kantved eo an iliz he-unan met kalz koshoc'h eo ar gwez-ivin : etre 1500 ha 2000 bloaz int.
E 2011 e oa poblet gant 1 382 a dud, ha 118 anezho (8,8%) a oa kembraegerien[1].